sevel ur brastres eus aozadur stadoù unanet amerika

21
Sevel ur brastres eus aozadur Stadoù Unanet Amerika

Upload: alodie

Post on 15-Jan-2016

84 views

Category:

Documents


0 download

DESCRIPTION

Sevel ur brastres eus aozadur Stadoù Unanet Amerika. Evit sevel ur brastres e rankit strivañ evit ober ul labour kempenn : Dav eo deoc’h livañ dre ret gant kreionoù koad (hep ober roudoù divalav ) - PowerPoint PPT Presentation

TRANSCRIPT

Sevel ur brastres

eus aozadur

Stadoù Unanet Amerika

Evit sevel ur brastres e rankit strivañ evit ober ul labour kempenn:

o Dav eo deoc’h livañ dre ret gant kreionoù koad (hep ober roudoù divalav)

o Dav eo ober gant ur skritur gempouez hag eeun: aesoc’h ‘vo da lenn ho prastes ma skrivit gant lizherennoù distag.

Ar c’hêrioù bras

CBD (Karter an aferioù) New York zo e karter Manhattan. Kavet ‘vez e kêrioù bras SUA lec’hioù ar galloudegezh politik hag ekonomik.1- Hudson river (kenwerzh)2- East river (kenwerzh)3- Ground zero: e lec’h ‘oa tourioù ar World trade center (Kenwerzh)4- Wall street: bours brasañ ar bed (Finañs)5- Bankoù ha sezoù embregerezhioù bras (Ekonomiezh)6- sez ONU (Aozadur ar Broadoù Unanet) (Politikerezh)

Kêrioù SUA zo lec’hioù pouezus tre e-keñver an ekonomiezh hag ar politikerezh: livit ar poentoù e ruz ha skrivit bihan oc’h anv e du.Grit biroù du fin a-walc’h evit diskouez divroiñ diabarzh ar boblañs

Daoust d’an harz serret e teu a benn 1.3 milion a zivroidi da dremen e SUA.

Grit biroù kostez meurvor Habask (Aziiz), Mec’hiko (Latinos) ha meurvor Atlantel (Europeaniz) evit diskouez an enbroiñ.

Anvet eo megalopolis un dachenn vras kêriekaet penn da benn abalamour da gresk kêrioù bras kichen ha kichen.

Hini biz SUA zo unan eus reoù brasañ ar bed: 800 km etre Boston ha Washington.

Kelc’hiit e ruz war ho kartenn megalopolis biz SUA.

Diorroet e oa an industriezh adalek fin an XVIII vet kantved e biz SUA.

Er bloavezhioù 1970 e oa kroget gant diaesterioù en industriezhioù-se.Hiziv e vezont o arnevesaat an industriezhioù a oa bet war goshaat.

Livit e mouk biz SUA lesanvet ar « Manufacturing belt »

Er plaenennoù meur vez ul labour douar askoridik. (Amañ e Kolorado)

Abalamour d’ar mekanizadur modern eo SUA produerien gentañ ar bed.

Livit takad ar plaenennoù meur e gwer.

N’eo ket poblet ar menezioù Roc’hellek met desachañ a ra ur bern touristed ha kalz a danvezioù kailh vez korvoet du-hont.

Amañ: Touristed o weladenniñ ar «  Grand Canyon »

Livit ar menezioù Roc’hellek e gell.

Anvet eo « Sun Belt » arvor kornôg ha su ar Stadoù Unanet.Birvidik eo an ekonomiezh ha desachañ a ra ur bern labourerien.

Livit e melen ar « Sun belt »

Ar « Silicon Valley » zo teknopolenn vrasañ ar bed. Du-se vez kreizennet embregerezhioù bras a uhel deknologiezh ha skolioù-meur enklask.

Grit hachuroù ruz e takadoù ar Sun belt e lec’h zo ar muiañ a uhel deknologiezh:Stad Washington, Arvor Kalifornia, Texas ha Florida.

Evit diskouez an eskemmoù graet gant SUA, grit biroù (unan war zu Azia, unan e pleg mor Mec’hiko hag unan all war zu Europa.)

Evit achuiñ: o Livit e glas ar morioù

o Skrivit e glas: Meurvor Habask, Pleg-mor Mec’hiko, Meurvor Atlantel.

o Klokait an alc’hwez (skrivit kempenn)

o Klaskit un titl d’ar brastres