skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · silence, histoires pressées, b.friot....
TRANSCRIPT
Skrivañ testennoù berr diwar patromoù
Skrivañ diwar testennoù lennegel
1
Lakaat war wel framm an albom ha skrivañ un istor all.
Ur grampouezhenn gant sukr a zo
bet aozet gant ar lapin evit
Meurlarjez.
- Piv en do ur grampouezhenn gant
sukr ? a c'houlenn al lapin.
- Me am bo ur grampouezhenn gant
kelien, a lavar ar ran.
- Me am bo ur grampouezhenn gant
logod, a lavar ar c'hazh.
...
==›
Chokolad gant kraoñ-kelvez a zo bet
aozet gant ar c'hazh-koad evit Nedeleg.
- Piv en do chokolad gant kraoñ-kelvez ? a
c'houlenn ar c'hazh-koad.
- Me am bo chokolad gant kelien, a lavar
ar ran.
- Me am bo chokolad gant kig kazh-koad,
a lavar al louarn.
...
- Kinnig listennoù da sikour ar skolidi : ar c'hrokodil / ar ran, ar jirafenn / an delioù gwez, al leon / an
antilopenn, ar balum / ar chifretez, an touseg / ar c'hwibu, ar bleiz / an oan, an arzh / ar mel, an houad /
ar greun ...
- Skridoù ar skolidi a c'hell bezañ lakaet dindan stumm un albom pe ur c'hamishibaï evit bezañ
diskouezet da dud all.
2
Lakaat war wel framm an albom ha skrivañ un istor all .
"Un Istor Teñval-Tre" ==› "Un Istor Farsus-Tre"
- Skridoù ar skolidi a c'hell bezañ lakaet dindan stumm un albom pe ur c'hamishibaï evit bezañ
diskouezet da dud all.
3
Skrivañ atersadenn tudennoù un istor.
- Bez e c'heller sevel skritelloù da lakaat en ur c'horn eus ar c'hlas asambles gant poltredoù tudennoù
all.
4
Prezantiñ tudennoù un istor lennet er c'hlas.
Ar ramz eo.
Da gentañ en doa bet dilhad c'heuc'h : ur bragoù, ur
roched, botoù ... Laouen-kenañ e oa !
Met tamm-ha-tamm en deus roet e zilhad d'ar re all evit
sikour anezho. Dipitet e oa.
A-benn ar fin e oa laouen gant e zilhad kozh.
- Bez e c'heller sevel skritelloù da lakaat en ur c'horn eus ar c'hlas asambles gant poltredoù tudennoù
all.
- Evit prenañ an albom : http://www.klask.com/index.php?dib=11&niv=524
- Piv out ?
............................................................................
- Perak 'peus kuitaet ar gêr ?
............................................................................
- Pelec'h out bet ?
............................................................................
ha kement zo ...
5
Lakaat war wel framm an albom ha skrivañ un istor all.
Lakaat loened all e-plas al lapin hag al louarn. Lakaomp :
al lapin ==› ur ran pe un oan
al louarn ==› ur c'hrokodil pe ur bleiz
Bez e c'heller ramplasiñ al loened all ivez.
- Kavet e vez troidigezh an albom war lec'hienn Hipolenn.
- Skridoù ar skolidi a c'hell bezañ lakaet dindan stumm un albom pe ur c'hamishibaï evit bezañ
diskouezet da dud all.
5
Lakaat war wel framm an albom ha skrivañ pelloc'h.
Ribambelle, Hatier
- Huñvreet em eus ...
- Skridoù ar skolidi a c'hell bezañ lakaet dindan stumm un albom pe ur c'hamishibaï evit bezañ diskouezet
da dud all.
6
Skrivañ pennadoù-kaoz.
- Kavet e vez troidigezh an albom war lec'hienn Hipolenn.
7
Skrivañ diwar un danevell.
Disul e oan
zoo ha
Dilun e oan bet e t
er zoo ha
Dimeurzh e oan bet e ti
zoo hag
Etc ...
Diwar
?
En em gavout a reas gant
« Ac’hanta, ..................., lâr din ‘ta piv eo
an hini kreñvañ ? » a c’houlennas ar bleiz.
« ...................................................................
.................................................
........................ », a respontas ar
Kavet e vez troidigezh an albom war lec'hienn Hipolenn.
Skrivañ diwar un danevell.
Testenn libr
Disul e oan bet e ti tonton ha tintin. Debret hon doa kig-yer gant fritez. Da c'houde e oamp
zoo ha gwelet hon doa un tigr en e gaoued. Pebezh devezh brav !
Dilun e oan bet e ti an tigr. Debret hon doa va zonton ha va zintin gant fritez. Da c'houde e oamp bet
er zoo ha gwelet hon doa ar penn-yar en e gaoued. Pebezh devezh brav !
Dimeurzh e oan bet e ti ar penn-yar gant fritez. Debret hon doa an tigr. Da
zoo hag gwelet hon doa va zonton ha va zintin en o c'haoued. Pebezh devezh brav !
Diwar Silence, Histoires pressées, B.Friot.
reas gant .............................
, lâr din ‘ta piv eo
a c’houlennas ar bleiz.
...................................................................
......................................................................
», a respontas ar .................
yer gant fritez. Da c'houde e oamp bet er
gant fritez. Da c'houde e oamp bet
yar en e gaoued. Pebezh devezh brav !
yar gant fritez. Debret hon doa an tigr. Da c'houde e oamp bet er
va zonton ha va zintin en o c'haoued. Pebezh devezh brav !
8
Skrivañ diwar un danevell.
Karantez kentañ
8 a viz gwengolo
Ur skoliadez nevez a zo ganeomp er c'hlas. Sylvie eo he anv. Lakaet eo bet da azezañ em c'hichen
gant an itron Delibes.
17 a viz gwengolo
Ur c'homenn am eus bet digant Sylvie. Roet em eus ma stilo pluenn dezhi.
8 a viz here
Klañv eo Sylvie. Kas a rin he labour-noz dezhi er gêr.
13 a viz here
Deuet eo Sylvie en-dro ar mintin-mañ. Ambrouget em eus anezhi d'ar gêr goude an devezh-skol.
2 a viz kerzu
Skrivet em eus ur barzhoneg da Sylvie. Taolet em eus anezhañ kuit.
29 a viz kerzu
Vakañsoù. Mankout a ra din.
17 a viz genver
Ne fell ket da Sylvie bezañ ambrouget d'ar gêr ganin ken.
18 a viz genver
Gwelet em eus Sylvie el levraoueg. O kaozeal gant Rocco e oa.
20 a viz genver
Skrivet em eus da Sylvie
21 a viz genver
Goulennet he deus cheñch plas. Er renk kentañ emañ bremañ.
30 a viz even
Joa em eus outi atav …
Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot.
9
Skrivañ divinadelloù.
Albom gant Olivier Tallec,
embannadurioù Actes Sud Junior
Skrivañ goulennoù ha respontoù.
- Piv n'en deus ket kousket awalc'h ?
- Ar c'hazh-koat n'en deus ket kouesket awalc'h. (Tres skuizh zo warnañ. Un tok zo war e
benn. Me gav din eo bet o riboulat.)
- Bez e c'heller brasaat ar skeudennoù evit stagañ anezho ouzh an daolenn.
- Goulennoù zo skrivet war an daolenn. Kalz re all a c'hell bezañ invantet avat.
10
Skrivañ diwar rimadelloù.
Va faotrig, ret eo dit !
– Va faotrig, ret eo dit lakaat
Da dog evit mont er-maez !
Va faotrig, ret eo dit lakaat
Da skerb evit mont er-maez !
Va faotrig, ret eo dit lakaat
Da vantell evit mont er-maez !
Va faotrig, ret eo dit lakaat
Da votoù evit mont er-maez !
– Ne rin ket, ne’z in ket er-maez,
Diegi ’m eus ’lakaat va dilhad !
Maryvonne Berthou
- Ramplasiñ "va faotrig" gant anvioù ar skolidi ha "mont er-maez" gant lec'hioù all ("mont d'ar skol",
"mont da c'hoari foot", "mont d'an aod" ...)
11
Skrivañ diwar rimadelloù.
Beg figus
– Va Lellig, petra ’po da zebriñ ?
Soubenn garotez pe soubenn laezh ?
– Ne’m bo ket, ne’m bo ket,
Ne gavan ket mat ar soubenn,
Un tamm bara amann zo mat din !
– Va Lellig, petra ’po da zebriñ ?
Kig moc’h pe kig leue ?
– Ne’m bo ket, ne’m bo ket,
Ne gavan ket mat ar c’hig,
Un tamm bara amann zo mat din !
– Va Lellig, petra ’po da zebriñ ?
Farz buan pe farz forn ?
– Ne’m bo ket, ne’m bo ket,
Ne gavan ket mat ar farz,
Un tamm bara amann zo mat din !
Maryvonne Berthou
- Mont pelloc'h ganti : vioù fritet/ vioù poazh-tanv, bara gant amann pe gant koñfitur, patatez krichenet
pe patatez-frit ...
12
Skrivañ diwar rimadelloù.
Gevier tout
– Gwelet ’m eus, gwelet ’m eus.
– Petra ’peus gwelet ’ta ?
– Gwelet ’m eus ur yarig wenn
O tougen Tregon war he c’hein.
Gwelet ’m eus ur gazeg-koad
O tougen Rosporden war he zroad.
– Gevier tout !
– Gwelet ’m eus, gwelet ’m eus.
– Petra ’peus gwelet ’ta ?
– Gwelet ’m eus ul logodenn
O tañsal ar gavotenn
Un tog gwenn
Ganti war he fenn.
– Gevier tout !
– Gwelet ’m eus, gwelet ’m eus.
– Petra ’peus gwelet ’ta ?
– Gwelet ’m eus ur pintig
O ledañ krampouezh mouzig
War ur mell pillig.
– Gevier tout !
- Mont pelloc'h ganti. N'eo ket dav e vefe rimoù bep taol.
- Bez e c'heller degas geriaouegoù ("Mil ger", "Geriadurig ma c'hlas" ...)
13
Skrivañ diwar rimadelloù.
Perak eo du da c’henoù ?
– Perak eo du da c’henoù ?
– Gant ar mouar eo du.
– Pelec’h emañ ar mouar ?
– War an drez emañ ar mouar.
– Pelec’h emañ an drez ?
– War ar c’hleuz emañ an drez.
– Pelec’h emañ ar c’hleuz ?
– War ar menez emañ ar c’hleuz.
– Pelec’h emañ ar menez ?
– Dindan an erc’h emañ ar menez.
– Pelec’h emañ an erc’h ?
– Teuzet gant an heol.
– Pelec’h emañ an heol ?
– E-barzh ar mor da guzhat, Ma ne gredit ket, kit da welet.
- Skrivañ war ar memes patrom : "Perak eo gleb da benn ?" / "Perak eo lous da zaouarn ?" ...
14
Skrivañ diwar rimadelloù.
Ar podig pri
– Me ’m eus ur podig
– Peseurt podig ?
– Ur podig pri.
– Peseurt pri ?
– Pri melen.
– Peseurt melen ?
– Melen vi.
– Peseurt vi ?
– Vi ar yarig.
– Peseurt yarig ?
– Ur yarig wenn Un doupennig war lein he fenn
kement ha tour Rostrenn.
- Mont pelloc'h ganti : "Me 'meus ur volotenn / ur velo / ur sac'hig ..."
Skrivañ testennoù berr
15
"Hiziv e vo desket ..."
Skrivañ un dra a vo desket e-pad an devezh-skol diwar ar roll-labour, skrivet war an daolenn.
Lakaomp : "Hiziv e vo desket muzuliañ gant ar reolenn."
16
E fin an devezh-skol, skrivañ un dra a-bouezh graet pe desket gant ar c'hlasad (pep hini e-unan pe gant
skoazell ar skolaer).
Lenn an holl frazennoù en-dro d'ar gwener ha skrivañ "testenn ar sizhun".
Lakaomp : Desket hon eus ar mod da skrivañ lizhiri. Skrivet hon eus ul lizher d'ar genskrivourien. E
matematik hon eus diskoulmet problemoù.
17
Skrivañ divinadelloù. Lakaomp :
Ur bos am eus ha 4 fav. En dezert emaon o chom.
- Un c'hañval on.
Evit sikour ar c'hlasad e c'heller lakaat skeudennoù war wel (loened, skritelloù "An ti" TES ...)
18
Diskouezet e vez un dra dianavez d'ar c'hlasad (un ostilh, un dra gozh ...). Dav eo d'ar skolidi skrivañ da
betra e servij : "Servij a ra da ..."
- Lakaat verboù war wel evit sikour ar re o defe ezhomm (troc'hiñ, tommañ, malañ ...)
- Ar re varrekañ a c'hell ijinañ un implij farsus d'an objedoù.
19
Diskouez un tamm bihan eus ur skeudenn nemetken. Goulenn gant ar skolidi skrivañ petra a zo bet
kuzhet.
- Evit sikour : goulenn gant ar c'hlasad lavaret gerioù diwar-benn ar skeudenn ha skrivañ anezho war an
daolenn.
Lakaomp : Ur c'hi bras a zo dirak an div blac'h. Un oto a zo a-us ar paotrig.
20
"Ma vijen ..."
- Ma vijen ul loen ...
Lakaomp : Ma vijen ul loen e vijen ul lapous. Nijal a rajen dreist ar c'herioù hag ar menezioù ...
- Ma vijen majisian ...
21
"Un dra bennak dreist-ordinal a vo hiziv. "
- Hiziv e vo / ... a deuio, a raio ...
22 An traoù a blij din ..." / "An traoù na blijont ket din ..." (50 ...)
C'hoari bolotenn a blij din.
Pignat er gwez a blij kalz din.
Sellet ouzh an tele a blij din.
ha kement zo ...
Lenn levrioù ne blij ket din.
Renkañ ma gambr ne blij ket din.
ha kement zo ...
23
"Cadavres exquis" (50 ...)
Oc'h ober petra ? Piv ? Pelec'h ? Peur ?
Dañsal a ra ar yar er c'hantin bep noz.
C'hoari a ra ar skolaerez er wezenn e-pad an deiz.
ha kement zo ...
- Skrivañ an tammoù frazennoù war dikedennoù ha tennañ anezho d'ar sord.
- Geriaouegoù a c'hell bezañ degaset da sikour ar skolidi ("Mil ger", "Geriadurig ma c'hlas" ...)
24
- Tennet eus "Pleustriñ war ar yezh", TES
25
- Tennet eus "Pleustriñ war ar yezh", TES
26
"En em brezantiñ"
....... eo ma anv.
Ur paotr / ur plac'h on.
....... eo ma blev ha .... ma daoulagad.
Ganet e oan d'an .....
..... a gavan mat. Ne gavan ket mat .....
C'hoari ..... a blij din.
Istor ..... a blij din.
ha kement zo ...
- Bez e c'heller lakaat ar skolidi da zivinout piv eo.
27
"Chañmar a lavar" ("Jacques a dit")
Lakaomp : Chañmar a lavar : "Laka da gaier war da benn."
28
Skrivañ sekred evaj-hud ur sorserez.
29
"Un devezh-skol eus ar c'hentañ"
30
"Astenn ar frazennoù"
Ur marmous a zo o tont.
Ur marmous bihan a zo o tont.
Ur marmous bihan a zo o tont d'ar red.
Gerioù da reiñ d'ar skolidi evit sikour anezho da astenn ar frazennoù : evit ..., gant ...
Skrivañ en holl danvezioù-skol
31
E skiantoù, skrivañ martezeadennoù diwar goulennoù ar skolaer.
Lakaomp : Petra eo deuet an dour a oa en asied da vezañ ? Petra a vez debret gant ar buzhug ?
32
E matematikoù, skrivañ problemoù pe respontoù problemoù.
33
War-lerc'h abadennoù sport, skiantoù arzoù-kaer ... war-lerc'h un abadenn sinema, un diskouezadeg ...
goulenn gant ar skolidi skrivañ ur frazenn diwar ar patrom "Plijet on bet gant..." ha "N'on ket bet plijet
gant ..."
34
E sport, skrivañ reolenn ur c'hoari.
35
E skiantoù : kaier an taolioù-arnod.
36
Skrivañ ur sintezenn asambles gant ar skolaer (istor, geografiezh ...)
37
Skrivañ diwar-benn un dokumant e istor pe e geografiezh (brastres, taolenn, foto ...)
38
Skrivañ ar pezh a zo bet desket e fin ur gentel : "Desket em eus ..."